Hent Telenn Breizh

 

Kevredigezh evit mirout, treuzkas ha diorren arz an delenn geltiek goz adkavet, ha digas anezhañ endro e sonerezh Breizh.

Traoù nevez

 

  

Degemer !

Stajoù

Sizhun Telenn ar Gelted

Deizataer

Kan Keltiek Kozh

Stajoù Kan

Liammoù

E galleg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Orin ha pal

Diazezet eo Hent Telenn Breizh e Plouneour-Menez e Menez Are (Penn ar Bed). Krouet eo bet e 1995 gant sonerien Violaine Mayor ha Joël Herrou, evit adkavout an delenn gozh he c'herdin arem a veze sonet er Grennamzer gant ar Vretoned hag ar Gouezeled.

 

Kopioù telennoù istorel ar Grennamzer hon eus savet hervez ar mod ober kozh. Adkavet hon eus o zeknikoù seniñ orin, war bouez an ivinoù, kement ha rummadoù tonioù ledan kozh kozh, souezhus, ul lodenn vras anezho n’eo ket bet disifret c’hoazh.

Staget omp da reiñ buhez endro d’an herezh prizius-mañ nevez addizoloet, ha da reiñ anezhi endro d’an holl, o treuzkas dre soubidigezh sevenadurel.

 

 

Violaine Mayor, animatourez

Petra ‘reomp ?

-Sevel telennoù : hervez ar patromoù istorel

-Stajoù telenn gant an teknikoù seniñ istorel

-Kentelioù bep sizhun ha bep miz

-Enklask war an dornskridoù telenn kozh (Dornskridoù Edward Bunting, Robert Ap Huw-William Penllyn…)

-Departamant enklask war kan ar Grennamzer (Antifoner Inchcolm...)

-Embannañ levrioù, pladennoù

-Sonadegoù, festoù-noz, prezegennoù, abadennoù evit ar skolioù.

-Un darvoud a-bouezh e-kerzh an hañv : ar sizhun staj Telenn ar Gelted

soubañ ur c’hef telenn e taouarc’h

 

 

 

tammoù damechuet un delenn " Queen Mary "

  

Petra 'zo nevez ?

Un delenn " Queen Mary " peurechuet

 

 

 

 

 

 Skipailh HENT TELENN BREIZH : Joël Herrou : Prezidant, Françoise Abgrall ha Laurent Aprile : Eil Prezidanted,  Christine Leal : Teñzorerez, Gwenaëlle Combot : Sekretourez, Violaine Mayor : animatourez.

Skodenn vloaz : skodenn diazez 15€, ezel studier 10€, skoazel adaleg 30€, skodenn ispisial evit ar re rastellet 5€.

webmestre@henttelennbreizh.net