|
Hent Telenn Breizh 15/12 2007 Sonadeg Nedeleg : 17 eur, e sal liesimplij Plounour-Menez.
Deizataer |
DEIZATAER 2008
GENVER -18/01 : sonadeg Violaine Mayor-Joël Herrou "Kan keltiek sakr", Iliz Rieg, festival Taol Kurun 02 98 71 74 94
C’HWEVRER -9/02, da 8 eur 1/2 da noz: Kan ar Bobl Kerne Uhel-Bro Deger e Gwirliskin (beilhadeg e brezhoneg, kontadennoù, gwerzioù, telenn...) -16/02: staj kanañ -26/02 da 5 eur 45: Emvod meur HENT TELENN BREIZH -26 ha 27/02: staj telenn (war tem sonerezh O’Carolan)
MEURZH -15/03: staj kanañ -16/03: foar ar sonerezh e Plouigno, stand HENT TELENN BREIZH, kemer perzh el leurenn digor.
EBREL -5/04: staj kanañ -25 ha 26/04: staj telenn (war tem sonerezh ar Grennamzer)
MEZHEVEN -7/06: staj kanañ -15/06: sonadeg ar skolidi telenn
GOUERE -28/07 : sonadeg Violaine Mayor, Joël Herrou ha Laz-seniñ Telenn Breizh, chapel Notre Dame de Rocamadour, Kameled (29). -29/07 : sonadeg Violaine Mayor, Joël Herrou ha Laz-seniñ Telenn Breizh, abati Pempont (35).
EOST Sizhun Telenn ar Gelted (festival Bro Chelgen), e Plouneour-Menez:-4/08: staj kanañ ha digeriñ ar sizhun Telenn ar Gelted -eus ar 4 d’an 9/08: staj telenn (war tem sonerezh ar Grennamzer) -9/08: tremen an derezioù teknik -10/08: sonadeg Telenn ar Gelted (sonerezh kozh ha sakr evit telenn ha mouez) gant Violaine Mayor ha Joël Herrou, Laz-seniñ Telenn Beizh, ar stajidi telenn hag ar stijidi kanañ.
Evit gouzout hiroc’h : 02 98 78 93 25.
"Taolennadur telenn Vreizh ar Gennamzer addizoloet gant dek stajiad
Dek stajiad eus 8 da 70 vloaz o deus heuliet ar staj telenn ha brezhoneg dre soubidigezh kinniget gant HENT TELENN BREIZH d’ar 14 ha d’ar 15 a viz ebrel. Perak kevrediñ an daou zanvez-mañ ? An animatourez Violaine Mayor he deus kinniget tem ar staj (sonerezh kozh Breizh dre dornskrid Ap Huw-Penllyn hag ar gwerz) evelhen: "Kozhañ dornskrid telenn anavezet er bed, ha kozhañ sonerezh Breizh anavezet hiziv an deiz eo dornskrid an telennour Robert Ap Huw, adskrivet e penn kentañ ar 17vet kantved. Ar sonerezh-mañ desket ha lieston a oa bet diazezet ken abred hag ar bloaz 1100, dre gourc’hemenn ar roue Griffith ap Konan. E brezhoneg an hini eo bet savet ha miret ar sonerezh orin-mañ. Ar gerioù teknik e Kembraeg o deus pep a c’her kevatal e brezhoneg a-vremañ. Resiz ha skeudennek int. Pouezhus eo ober ganto en o yezh orin."
En dekvedoù diwezhañ an 20vet kantved eo kroget an dornskrid-mañ da ziskuilañ e sekredoù, goude ma oa bet sac’het ar skolaerien gantañ e-pad tri-c’hant vloaz. Enklask an delennourez Violaine Mayor en deus lakaet anezhi da gompren ne oa ket metrek ar sonerezh-mañ, met kentoc’h diazezet war ur frazenniñ a c’heller adkavout dre kanañ. Ouzhpenn-se e adkaver lod eus an teknikoù sevel sonerezh telenn e gwerzioù kozhañ, en o mesk gwerzenn vrudet Skolvan a oa bet kinniget d’ar stajidi e-pad an dibenn-sizhun. "Ne c’heller ket seniñ an delenn geltiek gozh hep studiañ (pe da nebeutañ bezhañ dedennet gant) he yezh orin: ar Brezhoneg (ha/pe ar Gouezeleg). Dre kanañ e vez adkavet frazenniñ ar sonerezh, gant lusk ar yezh e vez frammet frazenniñ ar c’han. Heñvel ouzh reolennoù ar barzhoniezh eo reolennoù ar sevel sonerezh keltiek."
An digarez eo bet evit ar stajidi da bleustriñ evito o-unan war taolennadur orin telennourien gozh Vreizh hag a gav ur vuhez nevez goude ur c’housk a dri c’hant vloaz. An daolennadur-mañ bamus, peurechuet ha resiz kenañ a glot gant ezhommoù an delennourien a-vremañ. Ganti e c’heller treuzskrivañ ar pezhioù sonerezh hengounel hep stankañ anezho er ur framm metrek disnatur. Al labour-mañ a zo leun a bromesaoù evit an dazont. An delennourien gwrac’h gant an danvez-mañ a c’hello mont war raok e-pad ar staj-hañv "Telenn ar Gelted" eus ar 5 d’an 9 a viz eost."
|